Ma malloz ruz war ar madou,
War ar mammou hag an tadou
A dro pennou ar merc’hejou !
Evit komer koz priejou !
Eus an noz, em gwele pa ’z an,
’Lec’h kousket, ’met gouela na ran ;
’Lec’h kousket, na ran ’met gouelan
Gant keuz d’an hini a garan.
Me n’ rojen ket ma c’halon baour
Evit arc’hant nag evit aour ;
Evit aour nag evit arc’hant,
Met ’vit netra, d’eur mabig koant.
Allaz ! hag em eus-hi roet
D’eun intaon gant kozni tortet,
D’eun intaon koz hag e vleo gwenn,
Ha ma bleo-me a zo melen.