Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


YVONAIG


Me ’oar em farroz eur plac’hig,
(He hano ’zo Yvonaïg),
Eur plac’hig koant, eur plac’hig fur,
Hi gwelet ’oa ma flijadur.

En pep lec’h ma vije honnez,
Merc’hed koant, ’oa ho rouanez ;
Er marc’had kouls hag en iliz,
Nann, biskoaz he far na welis.

Labour he mamm a rê bemdeiz,
Ha, ’vel eun envnig ’us d’e neiz,
Diouz ar beure beteg an noz,
E kane soniou, gwerziou koz.

Met allaz ! allaz ! ar sparfell,
Mammig paour, dindan da askell,
’Laero eun deiz da envnigo,
Daoust d’az anken ha d’az klemmo !