Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —



— « Brava da zaou den yaouank ! » ’lavar yaouank ha koz ;
Meur a hini hon gwele c’hoaz, dre e hunv, en noz.

Braoa da goantennig, kaera krouadurez,
Gant he davanjer zei glaz, hag he c’hoef dantelez !

Ha pa vijemp o tiviz, hon-daou, eun tu bennak,
’Vel rod milin ar Pont-Meur, ma c’halon ’rê : tik, tak.

Gwechall, pa oan er studi ha pell outi dalc’het,
Ped gwech an dez, ma Doue, e teuen da lâret :

— « Oh ! me a garrie bea, bea he mezelour,
» Pe ar feunteun ’lec’h ma teu da ’n em zellet en dour ;

» Oh ! me a garrie beza, ya, beza ar walenn
» A lugern war he biz kreiz, evel eur steredenn ;

» Oh ! me a garrie beza, bezan envnig bihan,
» ’Vit nija en he bruched, ha ’vit pokat d’ezan.

» Oh ! me a garrie beza ar skabell, ’n he c’hambr wenn,
» ’Lec’h, arôk mont da gousket, ’ra bemnoz he fedenn ! »

Ha brema na c’houlennan, em fedenno, bep noz,
O ma Doue, ’met monet ganti d’ho paradoz !


Kerarborn, 4 a viz gwengolo 1861.