Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EUR ZON KLOAREG


Me ’zo eur c’hloareg yaouank, a barroz Plouaret,
Am eus leusket al levrio, ’vit beza re garet.

Ya, ’vit beza re garet eur plac’hig fur ha koant
Mezelour an holl verc’hed, ma c’harantez, ma c’hoant,

Leusket em eus al levrio, ha n’em eus keuz ebet,
Rouanez ar merc’hed koant ’zo breman ma fried.

Jenovefa Lagadek ’zo ruz he muzello,
’Vel roz mintin, el liorz, ha ken lemm he zello !

’Vel an ed dare er park, he bleo a zo melen,
Pa gan ha pa c’hoarz ouzin, he dent a zo ken gwenn !

Korfet brao eo ma dousig, bale a ra ervad,
He zroad ’zo skanv ha bihan, ha glaz he daoulagad.

Pa ve he dorn em hini, e pardonio ar vro,
Eus hon gwelet o tremen, pep-hini a zistro :