Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 135 —



Glebiet ’vin, marteze, mes ar glao ’raio vad
D’an ed, ’barz ar parkou, ha d’ar prad, ha d’ar c’hoad.

En Plonevez ez oa eun eured pinvidik
Labourerien-douar. ’Vel ma oa birvidik
Lagad ar merc’hedou, hag ive ar baotred
Gant son ar benniou hag ar vombard kevret !

Doue ! an dilhad kaer hag ar braoeriou
A lugerne en heol, evel mezelouriou !
Koefou dantelezet, kroaziou aour hag arc’hant,
Ha broziou ruz-skarlat : Doue, ar plac’hed koant !

Allaz ! an dilhad-ze ’vo dilezet, eun deiz,
Heb dale, em eus aoun neuze bugale Breiz
A vezo dic’hizet hag evel eur bopl all,
P’o devo komeret langach ha dilhad Gall.

Evel bugale mad, a dastum relegou
O c’heront tremenet, o zud koz, o zadou,
Dastumomp-ni ive, ’rôk ’vo re divezat,
Giziou hon zadou koz, o zoniou, o dilhad.

Dastumomp ar c’hontou a zo gante deuet
Eus ar broiou pell-ze lec’h kentan int ganet,
E-lec’h ma sao an heol, beteg hon bro Armor,
Rec’hel ha koad ’n he c’hreiz, hag en-dro d’ezi mor.

Ya, yez koz hon zadou, o gwerziou, o zoniou,
O c’honto burzudus, o dilhad, o giziou,