Ha me da dorna koad neuze,
Ha da skei aman ha du-ze
War an holl dorojo : dao ! dao !!!
Ha d’ober, kredet, eun drouz vrao.
Ar bourk holl a zone ganin,
Met foeltr dor na zigore d’in.
Darn a doue, darn ’c’hourdrouze…
Ha me o vonet-kuit neuze.
Ar bourk fall-se a zo hanvet…
Nann, e hano na lârin ket,
En Breiz-Izel ’wit unan fall,
’Zo re vad kement hag en Gall.
Ha neuze, ’wit bea kousket
Eun noz er-mêz, n’on ket marwet,
Ha diwezatoc’h, marteze,
Gant plijadur ’sonjin en se.
An noz a oa kaer ha klouar,
Leun a c’houez-vad ’oa an douar,
An oabl holl ’oa steredennet,
Ar skrilh a gane ’touez an ed.
Nebeud avad am eus kousket ;
Epad an noz ’m eus hunvreet,
Am eus grêt bep-seurt hunvreou,
Ha gwelet a bep-seurt skeudou.