Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —


D’an dud diwar ar maez ’komzan, nann en yez gall,
Mes er yez binniget ’gomzer en hor maeziou :

Hag e kanont holl d’in, re yaouank ha re goz,
Al labourer, er park, hag an neerezed,
O neza war o c’harr hag en dez hag en noz,
El lann pe er menez, ar mesaër denved.

Alies e kavan, o vont dre an hentjou,
Eur paour klasker-bara ; en disheol eur faouenn
Pe eur goz gwezenn derv, ’vit klevet e gontou,
Ec’h azeomp neuze, hon-daou, war ar c’hlazenn.

Me ’skriv war ar paper an holl gontou koz-ze,
’Vit na voint ket kollet, ma voint kontet bepred,
Pa vefomp-ni holl marv, rak hep-ze, marteze,
Hon bugale n’ gânfent ’met soniou Gallaoued.

Hag er goanv, alies, ’barz ar c’heriou Bro-C’hall,
Ma-unan, tal ma zan, ’sonjan en deveziou
Am eus bet tremenet o klask traou koz gwez-all,
Gwerziou, soniou, kontou, hag ive misteriou.

Hag e kred d’in klevet mouez ar paotrig denved
O kanan, er menez; ha c’houez-vad ar spern-gwenn
Hag ar parkou ed-du, ha richan an envned,
O tont em c’hambr, a garg ma c’halon ha ma fenn !


Etre Menez Bre a chapel Sant Alar,
en kreiz eur parkad ed-du,
an dez kentan a viz gwengolo 1868.