Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


WAR HENTJOU BREIZ-IZEL


Setu me o tremen dre eur parkad ed-du :
An heol ’zo lugernus, hag an oabl glaz ha skler ;
Malvennigou-Doue ha gwenan, a bep tu,
A glask mel ar bleuniou, o tarnijal, zeder.

’Barz ar faou hag an derv, ’kan an envnidigou,
Hag eün war-du an nenv, e sav an alc’houeder ;
Ha me, evel mezvet gant c’houez-vad ar bleuniou
Ha richan an envned, ken drant, ken dibreder,

A chom en kreiz ar park, ha kalz a zonjou kaer
’Deu da leunia ma fenn, hunvreou yaouankiz,
Hunvreou karantez hag a nevez-amzer…
Skeudou kaer d’am c’halon, a zistro war o c’hiz.

Met an heol ’zo ken tomm ! Red ê mont gant ma hent.
Hag ez an, ma fenn leun a c’houez-vad, a sonjou,
Da glask dre ’r parrouziou kantikou koz ar zent
A vevas en hon bro, ha gwerziou, ha zoniou,

Ha kement ’zell giziou an dud koz a wez-all,
Pere a gousk breman en peuc’h en o beziou.