Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —



An dud koz a lavar, dindan ar rec’hell-ze,
Gwechall, ’vije gwelet gwrac’hed, kornandoned ;
Hag an dud gouiek ’lâr ’oant tier an Drouized ;
Meur a den, ’n skeud al loar, o gwel c’hoaz, marteze.

Aman ê brao bezan, hag en skeud an dero
Diskuizan hag ober a bep seurt hunvreou,
Ha sellet an oc’hen o peuri, er prajou…
Met pell em eus da vont… War zav, baleer-bro ! —


Plunet, 9 a viz eost 1864.