An heol a zo gwall domm, n’eus ket eur strilh avel ;
Poultr ’zo leiz an hentchou ; dre-holl, ’barz ar parkou,
E welan mederrien, en korf o rochedou,
Ha dornerien war leur a glevan du-hont pell.
Ar skrilhed, en daou du, a gan war ar c’hleuziou,
Met an evned ’zo mud gant eun tomder ken braz ;
Neb-lec’h eul lommig dour, neb-lec’h eur voujenn c’hlaz,
’Wit diskuizan eun tamm. — Pelec’h ’kan ar goukou ?
Doue da vo meulet ! — Setu du-hont eur c’hoad,
Ha drezan e tremen zoken ar wenojenn !…
Ah ! gourveomp aman eun, tamm, war ar c’hlazenn,
’Us d’am fenn, en derwenn, ’pign ar gwezvoud c’houez-vad.
Aman ê brao beza ! War lein eur roz ez on,
Goboet a gelwez, faou ha dero uhel ;
Izelloc’h, er radenn, ’zo pikolou rec’hell,
Hag en traon, ’us d’an dour, ’kan laouen eur gudon.