’Lies diskabell, diarc’henn,
Pigna war bep kleuz, pep gwezenn,
Lezel ’beb tu tamm ma dilhad,
War al lanneg ha ’barz ar c’hoad ;
Mont da besketa, da neuial,
Laerez ive meur a aval,
Gourenn war ar foenn, er prajo,
Sellet dorna war al leurio ;
Beb sul, beb sul an oferenn,
Er gouspero, kan’ a-bouez penn,
En iliz koz ’lec’h ma ’z on bet
Gant person ma bro badeet ;
Leurio nevez ha pardonio,
Ar vombard hag ar bennio,
Hag an danso, bete kuz-heol,
Ar mezvier mezus ha diroll.
D’an abardez, dre an hentjo,
Hag ar prajo hag ar c’hoajo,
C’hoarz, kanaouenno, penn-da-benn,
Ha c’houez-vad ar bleunio spern-gwenn :
An treo-ze holl, em hunvreo,
A welan-me c’hoaz, a-wezio,
O tremen ’biou ma daoulagad,
Ha ma laka da huanad.