Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —



Pa glevin c’hoaz warnon, em bez,
Komz en brezoneg tud ma bro,
Ar re yaouank, ’c’h ober al lez,
Beb sul, goude ar gouspero,
An estig ’kanan ’us d’e nez :
Me na gredan ket d’ar maro.


Kemper, 19 a viz du 1860.