Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —



Neuze, pa zon an hanter-noz,
Etouez ar re varv ’man ar c’hiz
Da sevel en o bezio kloz,
Ha da vont, en spez, d’an iliz :
’Wit ma ’z aint holl d’ar baradoz,
Kristenien, eun De profundis !

Hag ar person koz a lavar,
’Vel gwechall, d’ê an oferenn,
En skeud ar stered hag al loar.
Pa darz an de, peb ine gwenn
A nij d’an nenv, ha d’an douar
Ar c’horf ’n e doull du a diskenn.

Goude holl drubuilho ar bed,
Doue, bezet ouzin truez,
Ha, dreist al loar hag ar stered,
Ma galvet d’ho rouantelez,
Gant ma zado koz ’zo pignet
Gantoc’h, da gaout ar wir vuhez.

O iliz koz, bered ma bro,
Ra vo ho touar binniget,
Prestik e tigouezo ma zro,
Hag e vin ive douaret
E-kichen ma c’herent maro,
O deus bet gant furnez bevet.