Lâret d’ho peleien, lâret d’ê alïes :
— « Tud keiz, labouret ha poaniet,
» Evit harz da vervel ar Brezoneg, ho yez ;
» Komzet ho yez ha studiet. »
Pa deufet da vale neuze er parroziou,
War ho hent, ’lec’h ma tremenfet,
C’houi ’glevo a bep tu an hevelep komziou :
— « Hennez ê ma eskop, sellet !
» Hennez a gar tud Breiz, en e galon, paotred,
» Hennez a gomz Brezoneg mad ! »
Breton, ’fell d’in lâret evel ar Vretoned,
Hag ive ho trugarekât.