Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —



Gwasket out gant ar C’hallaoued,
Eneb ar gwir, eneb ar reiz,
Mes d’it ê ma c’halon bepred,
Rak te, yez koz, ê buhez Breiz.

’Vel ma tiwall ar mesaër
E oanidigo eus ar bleiz,
Breiziz, diwallomp hon yez kaer,
Rak te, yez koz, é buhez Breiz.

Pa ve ma spered ankeniet,
Ha glac’har em c’halon, a-leiz,
Gant eur zonig ’ve diboaniet,
Rak te, yez koz, ê buhez Breiz.

Gouzanvomp pep poan, tud ma bro,
Evomp dour, debromp bara heiz,
Dalc’homp d’hon yez, bet’ ar maro,
Rak te, yez koz, ê buhez Breiz.

Gant eur werz koz ha sin ar groaz,
Ar paour keiz, pa c’houlenn lojeiz,
Hen digemerit, gant joa vraz,
Rak te, yez koz, ê buhez Breiz.

Kanomp hon gwerziou, hon zonio,
Stournomp, ’wit n’ vefomp ket eur preiz
D’ar re C’hall ; miromp hon gizio…
Rak te, yez koz, ê buhez Breiz.