Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Ma c'horn-bro, 1943.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
iv


kemmadur t e z goude hon (notre) : hon zado ;

mezelour evit melezour ; komer evit kemer ; aouenn evit aoun ; stummou geriou evel envnig , tenval, e-kichen nev, kutuilh ;

w evit v etre vogalennou : ewit ;

em e-lec’h en em ;

a dirak eur verb, e-lec’h e ;

-et (2d p. 1.) e-lec’h -it ;

en eus e-lec’h en deus ;

dleie = dlee ; karien = karen ; gweleur = ; gweleur = gweler ; veltoun = eveldoun ;

en (dans) evit e ; eus e-lec’h ouz.

M’hon eus gallet moula al levr-man eo dre m’hon eus kavet sikour ha skoazell gant an aotrou Paol Luzel, eus Roazon, ken aketus evit ar pez a sell euz memor hag oberou e eontr koz, Bennoz Doue d’ezan ! Trugarekaat a reomp an aotrou Conduché [1], mirour levraoueg ti-kear Roazon, ken servijus, hag en deus roet tro d’eomp evit furcha e dourn-skridou Luzel, ken en e vrouilhejou, ken e zourn-skrid difazi, hag evit treuskriva ar pez a felle d’eomp evit ober hon labour. An aotrou P. Ar Roux, kelenner e Kelenndi-meur Roazon, en deus bet ar vadelez da lenn gant evez hon labour ha da rei d’eomp aliou bepred talvoudus ha skiantek : ra gavo aman an testeni eus hon anaoudegez-vat

1933.

J. O.

  1. Eat da anaon — Doue d’e bardono ! — abaoue m’eo bet skrivet an dra-man.