den-ze a zigoras ann nor-dal, hac eur c′harronz a antreas kerkent en ilis, ha tri a gezec diout-han. Pa oant deut en creiz ann ilis, a chomjont eno. Ha neuze ar postillon hac ann hini a oa deut euz ar sacristiri a digoras ar c′harronz, hac a tenjont eun arched e-maës. Job Kervran, o welet kement-ze, a rez sinn ar groaz, hac a save ar bleo war he benn, gant ann aoun.
Lacad a eurejont ann arched war bave ann ilis, ha a tigorjont anehan; hac a oa ebars, eur c′horf maro, corf eur plac′h. Tennan a eurejont anehan e-maës ann arched hac hen derc′hel en he sâ. Ar plac′h a lem neuze al lincel lienn gwenn a oa en-dro d′ezhi, hac hi zol war bave ann ilis. Kerkent daou vean braz a sav gant trouz euz ar pave, hac a dizolo eun toul dû ha doon. Ar plac′h a diskenn en toul, en noaz, hac he lincel a chom war bave ann ilis. Ann daou vean a gouez neuze war ann toul, hac a c′hôlô anehan. Ar postillon hec′h a-cuit, gant he garronz, gant ann hevelep trouz evel ma oa deut, hac egile a serr ann nor, hac a distro d′ar sacristiri. Mès ann arched hac al lincel a oa chomet en creiz ann ilis.
Job Kervran a oa prest da vervel gant ar spont ; derc′hel a ra da bedi Doue da reï d′ehan ar c′hraz da vont betec ann de, heb drouc a-bed.
Kerkent ha ma oe sonet ter heur, a clewas arre ar c′harronz o tont, d′ann daou-lam ruz, a-dreist beziou ar verred, ken a sonje gant-han a oa fraillet ha bruzunet ann holl meinn-bez. — Jésus ! emez-han, n′eo ket finn eta ? Daoust petra a zo c′hoaz, ma Doue !
Hac a welas arre unan, ann hevelep hini, o tont gant eun alc′houez deuz ar sacristiri, da digori ann nor-dal ; hac ar c′harronz a deuas arre, gant ann tri a gezec, da greiz ann ilis. Eno a chom, en kichenn ann arched. Hac ann daou vean a sao a-darre, gant trouz, euz a bave ann ilis, ar plac′h maro a deu, en noaz, e-maës ann toul hac a gomer he lincel hac a laca anezhi en-dro d′he c′horf. Ann daou den a astenn anezhi neuze en arched, a laca ann arched er c′harronz, hac ar charronz hec′h a-cuit adarre, gant eun drouz spontus. Ann den a oa deut d′euz ar sacristiri a alc′huez ann nor, ha a distro arre d′ar sacristiri. Job a bede Doue bepred, hac a gave ann amzer