Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/63

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
37

gant ar brinsez ! — ha pa voe houarnet ar marc’h, en em lakajont adarre en hent. Mont a reont, mont a reont, — ar marc’h a ouie an hent, — ha, goude beza baleet pell, en em gavjont en eur c’hoad bras, e-lec’h n’oa bet kristen ebet ouspenn kant vloaz a oa. Ma tigouezas gante eur wrac’hig koz hag a c’houlennas :

— Pelec’h it-c’houi evel-se, va mab ?

— Ma fe ! mamm-goz, n’ouzoun ket kaer ; lavaret a zo d’in mont da glask an Aval aour hag hen digas ganen, pe n’eus nemet ar maro evidoun.

— Ma ! me ho sikouro. Prestik en em gavfet e-kichen eur c’hastell e-kreiz ar c’hoad, hag ez eo ker stank ar gwez, an drez hag ar spern en-dro d’ezan, ken n’hallfet ket ober eur gammed. Pemp kant vloaz ’zo n’eus bet den dre eno. Met setu aman eur wialenn, ha n’ho pezo nemet ober ganti eur groaz war ar c’hoad, an drez hag ar spern, ha kerkent e welfet eun hent kaer o tigeri dirazoc’h, hag ec’h efet neuze hep poan betek ar c’hastell. Pa vefet êt er porz, e welfet eno eur wezenn-avalou, hag enni an Aval aour, ker brao, ker koant. Setu aman c’hoaz eur serviedenn, a astennfet war ar c’hlazenn, dindan ar wezenn. Neuze e hejfet ar wezenn, hag e kouezo an Aval aour war ar serviedenn. Grit eur groaz warnan gant ho kwialenn, hag e ranno, hag e welfet eur gontell en e greiz. Lakit ar gontell-ze en ho kodell, rak diwezatoc’h ho pezo ezomm anezi. Grit neuze eur groaz all war an aval gant ho kwialenn, ha kerkent en em serro adarre, hag ec’h aio evel kent. Neuze e tistrofet d’ar gêr gantan. P’arrufet, merc’h ar roue, hag a zo sorserez, a c’houlenno an aval diganec’h, met na roït ket anezan. Neuze e vo grêt eur pred kaer, hag e vo lakaet an aval war an daol. Ar roue a c’hoantao hen ranna, met nag hen na hini all ebet ne c’hallo dont a-benn d’hen ranna : rampa ’raio o c’hontellou warnan, Neuze hen goulennfet ivez, ha, gant ar gontell ho pezo kavet ennan, hen rannfet hep poan. Met kerkent ha ma vo êt ho kontell ennan, merc’h ar roue a gouezo war lein he c’hein, rannet he c’halon ivez, ha maro-mik.

— Trugarez, mamm-goz !

Hag ez ejont adarre a-raok. Met prestik n’halljont ken mont, gant ma oa stank ar gwez, an drez hag ar spern. Ar penhêr a