pat eun dant eus e c’henou ; neuze e tap ar gurunenn a oa war e benn, ha kuit !
Setu kri forz, ha trouz ha glac’har er palez. Kaset eo eur strollad a dregont lestr war o lestr. P’o gweljont o tont, an avel gante :
— Alo ! paotr e gof bras, labour brema !
— Ya, ya, mestr.
Ha Yann Kofek da c’houeza, da c’houeza, ha diskar ha beuzi holl listri Kezar.
Arruout a rejont neuze hep poan. Pa welas ar roue Frans tenzor Kezar hag e gurunenn hag e zant, en devoe eur joa vras, hag e lakaas e bach da veza marc’heg.
Eur pennad goude, ec’h eas adarre ar roue en hent, hag e lezas adarre e rouantelez da ren gant ar rouanez. Bepred e plije d’ezi ar pach koant, hag e veze o klask beza gantan, ha war e lerc’h dre-holl. Met heman ne ree bepred van ebet, ma kounnare ar rouanez gant an droug a oa enni.
Pa zistroas ar roue d’ar gêr, e lavaras d’ezan :
— Eun aerlin [1] a zo aze ’barz ar c’hoad, hag a c’hlac’har ac’hanomp ; hon holl denved hag alïes ar vesaërien a ve lonket gantan. Ret e vo dont a-benn d’hen laza, en eun tu bennak.
— Gouzout a rit hag a dud hon eus kollet dija oc’h êsaat hen laza.
— Ho marc’heg nevez en deus lavaret d’in ’oa den da zont a-benn anezan.
— Ya ?… Ze ’zo mat neuze, ha ret ’vo d’ezan ober ar pez en deus lavaret.
Digemennet eo ar marc’heg nevez da vont da gavout ar roue.
— Penaos, marc’heg, hag hoc’h eus lavaret beza den da laza an aerlin a zo aze ’barz ar c’hoad, hag am glac’har ?
— N’em eus ket, va Doue, aotrou roue.
— Eo ! eo ! lavaret hoc’h eus d’ar rouanez, ha ret ’vo d’ec’h ober
ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h.
- ↑ An aerlin a zo eur serpant bras gant eur c’horN war e benn.