Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/145

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Ar Perroked Sorser


————

Eur wech e oa, eur wech a vo,
Komansamant an holl gaozo,
N’eus na mar na marteze
En deus tri zroad an trebe.


Eur wech e oa eun intanvez koz ha paour, hag he devoa tri mab. An tri baotr-man ac’h ee bemdez da glask boued, hag o mamm a chome er gêr, da neza tammou neud da werza. M’o devoa kalz a boan o veva o-fevar.

Ma lavaras eun deiz an tri mab d’o mamm :

— Ni, mamm, ma vec’h kontant, a yelo breman da vale bro, pell, pell, ha, pa zistrofomp, ni ’vo pinvidik hag a zigaso d’ec’h kalz a arc’hant.

— Jezuz ! va bugaligou baour, youankik oc’h c’hoaz. Bihanik dreist-holl, hag em eus aon e tigouezfe droug ganec’h.

Bihanik ’oa hano ar yaouankan.