Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Hola ! a-vad, a laras neuze, mad eo ann dro ! Em vezwi a reaz, hag a chommas kousket war ann daol. Pa dihunas, en-bezr : — Poent braz eo d′in, éméhan, ober ma labour !

Ha setu-han da ober tan, un tan-ifern, indan ar pot-houarn-braz. Hag a klewé ebars un drouz vraz ével huanado ha klemmo ineo en poan. Met na rez ket a galz van, hag ec′h eaz neuzé d′ar marchosi. — Rei a ra melchon ha kerc′h d′ann eubeul iaouank, ha goudé a lem he chupenn, a krog er vaz gargal, hag a em laka da dorna Théréza euz he wella. (Théréza a oa hano ar gazek treut.)

— Paoues, den-fall ! bez truez ouzin ! a lâr ar gazek.

— Petra, c′hui a gomz iwé ?

— Ia, rag me na on ket bet a bep-amzer ur gazek evel ma ′z on breman, siouas !

— En ti biou ec′h on aman iwé éta, ma komz al loened ével ann dut ?

— En ti brasa majisian a zo war ann douar, ha mar na gares diwall, a-benn un dez hag ur bloaz a c′hoarvezo ganid evel ganen, ha martéze gwasoc′h c′hoaz.

— Ha na ve ket gallet kavoud ann tu da em denna a-c′han ?

— Diez a vé ; ha koulzgoudé ma karfes ober holl evel ma lârin d′id, ec′h halfemp martézé em denna c′hoaz euz a grabano ann Diaoul-sé.

— Lâret d′in buhan, rag me a zo prest da ober holl ewit mont a-c′hann.

— Ké prim d′ann diou gambr a zo difennet ouzid ho digori, hag a kavi eno tri levr ruz, daou en unan, unan en ében. Digass ganid ann tri levr-se, hag evel ma ouzoud lenn, a vi gant-he brasa majisian a zo war ar bed, ha mestr ar c′hastell-man a gollo gant-hé he holl c′halloud.

Mont a ra Koadalan d′ann diou gambr difennet, hag a tigass gant-han ann tri levr ruz.

— Mad ! émé Dereza ; lenn breman al levrio.

Lenn a ra, ha dre ma lenné, a wélé treo spontuz, heuzuz ; met deski a re iwe a bep-seurt treo, ha dreist-holl ann tu da em drei er stumm hag en doaré ma karjé.

— Breman, émé Déréza, a zo un aigl azé war ann tour brasa, hag hennès, pa hon gwelo o partia, a em lako da ober kement a drouz gant he diou-eskel, ha da grial ken krenv, ma klewo ar majisian, na euz forz pelec′h a vo, hag a teuio d′ar gèr kerkent. Rèd a vo did erreï d′ehan he diou-eskel hag he benn etre he diouskar. Kousket eo breman.