Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

iac′h mad, ha krenvoc′h ha koantoc′h ewit biskoaz ; ha neuze na varwin bikenn ken. Ober a reet ? lâret d′in. Kant-skoed ar mizh o pô.

— Ia, emehi, ober a rin.

Gervel a ra neuzé he vewelienn, hag a lâr d′he.

— Breman a vo rèd d′ac′h ma lac′ha, ha lakâd ma c′horf holl a bezio, ker munud ha kig-silzig. Neuzé a lakafet ann holl bezio-se, gant ar gwad, en ur boudez, pehini a c′holofet gant ul lienn gwenn, hag ar boudez-se a lakafet en kreiz ur bern teill-tomm, lec′h ma renko chomm epad c′houec′h miz. Goude ar c′houec′h miz-se, ma gwelfet o sevel a-c′hané em fez, beo ha iac′h, ha krenvoc′h ha koantoc′h ewit biskoaz. Ha n′ho pêt nep aoun, rag pep-tra a c′hoarveo ével ma lâran d′ac′h. Ober a reet ?

— Ia, a lâras ar mewelienn.

Holl a zo gret evel m′hen euz lâret. Lac′het eo, draillet-munud evel kig-silzig, ha laket ann tammo holl, gant ar gwad, en ur boudez, pehini a zo plantet e-kreiz ur bern teill-tomm.

Mont a ra ar vageres diou-wez bemdez, épad un anter-heur bep-gwez, da skuill leaz he bronno war ann teill, a-uz d′ar boudez. Bet eo pemp miz oc′h ober evel-se, bet eo pemp miz hanter ; na vanké kén nemet tri dé d′ar c′houec′h miz, pa vanas kousket war ar bern teill, épad ma oa o skuilla leaz a-uz d′ar boudez. Allas ! ha neuzé a varwas Koadalan ! Pa oe dizoloét war-n-ehan, a oe kavet he gorf en he bez, ha kazi deut e-meaz ar boudez ; a oa vont da zével ; tri de c′hoaz, hag a vije deut he dol da vad. Met allas ! marw a oa, ha marw mad, ewit bea c′hoantaët na varwjé bikenn !


Kontet gant lann-Mari Gwezennec,
Kalvez en Plouaret,
dastumet gant F. M. Ann Huel.

Gwenveur 1869.


————