Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Diskenn a reont o zri. Ar marc′h a lamp kerkent bars ann dour, ha setu-han troët en zilienn. — Ann tri varc′hadour a lamp war he lerc′h hag a deu da vea tri fesk braz, ewit tapout ar zilienn. — Met homan a deu neuze da vea ur goulm, hag a nij uhel, dreist tier kèr.

Ann tri fesk braz ac′h a neuzè en ter sparfell, hag a nij war he lerc′h.

Ar goulm, skuiz o nijal, ha prèst da vea tapet, pa oa o tremen a-uz d′un noblanz, a wel ur vates o karga dour en ur varac′h e-kichenn ur feunteun. Em lezel a ra da goueza er varac′h, ha kerkent ez eo troët en goalenn-aour. Ar vatez a denn ar walenn-aour euz ar varac′h, hag he laka war he biz, hag a dired d′ann noblanz. Ann ter sparfell a zo troët kerkent en tri zôner péré a ha da zon gant pep a violonz dirag ann noblanz. Aotronez hag itronezed a deu d′ho selaou er prennestro, hag a dol arc′hant d′he.

— Trugare ! a lâr ar re-man, na c′houlennomp ket a arc′hant.

— Petra a c′houlennet eta !

— Ur walenn-aour a zo bet kavet gant ar vatez, o vont da gerc′had dour d′ar feunteun.

— Bea ho pô anehi.

Klasket eo ar vatez. Homan a oa êt d′he c′hambr, da zellet euz he gwalenn-aour. A greiz-holl a oe fromet o welet ur prinz kaer en he c′hichenn, hag ar walenn êt diwar he biz.

— Na spontet ket, a lâras d′ehi ar prinz; me eo ar walenn-aour ho poa war ho piz. Ann aotro a zo o tont da c′houlenn diganac′h ar walenn-aour (rag bremaïg a zistroin are en gwalenn-aour war ho piz). Met n′he roët ket d′ehan, ken hen defo gret ar pez ec′h han da lâret d′ac′h : Lâret d′ehan ober lakâd ann tan en ur bern-koad a zo er porz; pa vo krog mad ann tan, a tolfet ar walenn en he greiz, hag a lârfet d′ar zonerrienn mont d′he c′hlask ébars.

P′hen defoe lâret kement-se, ec′h eaz are en gwalenn-aour war viz ar vatez.

Ann aotro a deuas kerkent, hag a lâras :

— Pelec′h eman ar walenn-aour oc′h euz kavet o vont da gerc′had dour d′ar feunteun ?

— Setu-hi aman, aotro.

— Roët d′in anehi.

— Salv-ho-kraz, lâret a zo d′in n′he rojenn ket ken ho po gret ar pez ec′h an da lâret d′ac′h. Gret lakâd ann tan er bern-koad a zo en ho porz ; pa vo