Pajenn:Luzel - Koadalan.djvu/13

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ec′h a-kuit, o toui-Doué. Na lâr netra wit-sé d′he niz. Met vel ma oa deut da vea trist ha morc′heduz, heman a lâras d′ehan un dé :

— Perag ma eontr, ma ′z oc′h evel-se trist ha morc′heduz ur pennad ′zo ?

— Allas ! ur verc′h am euz, hag am boa hi c′huzet euz ann holl ; den na wélé anehi, német-hon hag he flac′h ar gambr, ha koulzgoudé a deûz ganet ur mab !

— Ia, ma eontr, ha me eo tad ar bugel, hag a c′houlennan diganac′h he vamm da bried.

— Ma ! pa eo gret ann tol, gwella am euz da ober, eo hi rei d′id, ha gwelloc′h eo ganen a ve te ewit un-all.

Ma oe gret ann eured raktal. Met ar roue koz na rez ken joa a-bed, goude se. Prestig goudé a teuas da werwel, hag a oe laket Koadalan da roue en he lec′h. Met hema na blije ket kaer ar vuhe-se d′éhan, hag a-benn ur bloaz a c′hoantaas distrei d′he vro. Evel ma oa he levrio gant-han bepred, a c′houlenn ur c′haronz kaer, péhini a diskenn kerkent euz ann er. Mont a reont ho zri ebars, he vroeg, he vugel hag hen, hag ar c′haronz a sav are en èr, uhel, evel un aigl. Ma tigwez d′éhan trémen abiou da gastell ar majisian braz Foukes. Heman a oa o chomm en ur c′hastell-aour dalc′het gant péder chadenn aour ha péder chadenn arc′hant étré ann env hag ann douar. Foukes a oa en he brennestr, ha pa wel Koadalan o trémen en he garonz, a ped anéhan da diskenn un tammig. Foukes hen defoa esaët iwé kaout merc′h ar roue Spagn, met n′hen defoa ket gallet, ha pa hi gwelas o trémen, hen defoa hi anavéet raktal. Koadalan, pehini n′hen defoa disfianz a netra, a diskennas gant plijadur en kastell Foukes, hag heman hen degommerras mad. Goudé koan, a oe laket da gousket gant he bried en ur gambr kaer, hag ar bugel a oe roët da ur vagéres. Met allas ! a-rok mont en he wélé ec′h ankouaas lakâd he levrio indan he bluek, ha pa dihunas, ann dewarlec′h ar beure, a oant laeret gant Foukes ! setu-han glac′haret, ar paour kez. Foukes hen tolaz en ur punz dôn-dôn (ouspen ul lew a donder hen defoa), hag a koueas dre eno en kreiz ur c′hoad braz.

— Arsa ma Doue, a lâras neuzé, pelec′h on-mé aman ? Ha petra a rin-mé breman, pa eo kollet ganen ma levrio ? Hag ar pez a zo gwasa, ma groeg ha ma bugel a zo chommet iwé gant Foukes, ann trubard milliget ! kollet sur ′on ar wez-man. Mar am bijè gallet c′hoaz kavoud ar c′hoad lec′h ma kimiadis euz Thérésa ! Met pelec′h eman ar c′hoad-sé ?

Bâlé a ra dre ar c′hoad, ha na wel na den na loen. Digwezoud a ra ann noz, hag a kousk, harp he benn ouz ur roc′hell-vraz goloët a spoen. Pa deu