Pajenn:Luzel - Klemgan war varo P. Proux, 1873.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
PROSPER PROUX

Sell er parko hag er prajo,
Er lannek evel er c’hoajo,
Peb tra gan an newez-amzer,
Ar bleuniou koant, ann alc’hueder. »

— « Evned bihan, kanit bepred,
Er c’hoajo, etal ann dour-red,
Bleuniou al lannek hag ar prad
Bezit plijadur al lagad :
Met ar Barz koz na gano ken,
He galon zo leun a anken,
Rag holl kement hen euz karet
Allas, zo brema diskaret !… »

— « Ah ! Malloz ruz war ar brezel !
Ah ! Holl vugale Breiz-Izel
A zo ho c’halono, hep mar,
Vel hoc’h hini leun a c’hlac’har !
Met, Barz ker, komer da vombard,
Ha c’houez en-hi, c’houez en-hi stard,
Euz da glewed, ar Vretoned
En em ganno vel leoned… »

— « Ia !… Pedomp Doue d’hon zikour,
Ha malloz war an enebour !
Red eo trec’hi, potred vad Breiz,
Kerzomp kalonek ha gant feiz !
Red eo trec’hi… Kriomp iou ! iou !!
Me vo ganec’h ha ma gwerziou
Leun a garante wit ar vro
Ho kraio trec’h, kent an distro ! »

« Malloz ruz d’ar Prusianed,
« Malloz d’al laëron kounnaret !