Pajenn:Luzel - Iann Kerglogor, 1891.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


Ha c’hoas e verve he lagad,
Ar soudard coz, ar soudard mad,
Hac e crié : « Viv’ l’Empereur ! »
Pa gomzer euz he gann-vreudeur.

He hano oa Iann Kerglogor,
Ha dalc’het mad em eus evor
Euz anezhan, euz he werziou,
he gontou leun a vurzudou.

Pa veze an douar scornet,
Ar parcou a erc’h goloët,
E tigweze Kerglogor goz
Er maner, da abardez noz.

Ha pa vize gwelet duhont,
En penn ann ale vraz o tont,
Ar vugale grié ‘n eur vouez,
(Me ma-unan oa en o zouez) :

— Setu o tont Iann Kerglogor !
Hac e redemp da doull ann nor
Da digemer ar c’haner mad,
Da dougen d’ezhan he sac’had.

Neuze Kerglogor, he benn noaz,
A re da genta sinn ar groaz,
Hac en he zorn gant-han e doc,
E lâre, kent moned a-roc :

— « Kement ’zo en ti, Doue d’ho miro ;
« Kement ’zo er-maès, Doue d’ho c’honduo ;
« Kement a dleomb pedenni evit-ho,
« Doue d’ho delivro ! »[1]

  1. Setu aze gwir gomzou ar c’haner coz a roc mont tre en ti.