Pajenn:Luzel - Iann Kerglogor, 1891.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


Eun dez, epad m’oa azeet
Etal eur feuntenic cuzet
Indan eur vodennic guern glaz,
Poultret hol hac ive scuiz-braz.

Da debri eun tamm bara du,
Eva dour, mont are dioc’htu,
Setu o tont eur verionenn,
Eur bic hag eul louarn lost gwenn ;

Hac a cvhoulenjont peb a damm.
N’hen doa ken euz crampouèz he vamm,
Nemed unan, hac hi rannas
Gand ann tri loen, hag e lâras :

— « Loenedigou Doue, dalet
« Lod euz ar pez am eus ; debret,
« Rac naoun hoc’h eus, war a welan,
« Ha zeblant zoken beza clan. »

— « Trugarez ! lâras al loened.
« Penamet-out ’vijemb marvet,
« Gant ar gwall naoun ; pa vi nec’het,
« Goulen, hac a vi sicouret. »

— « Hac a zo mad, hac a zo caer ! »
Lâras neuze ar mesaër.
Ha da vont en hent a-nevez,
Da glasq Einig ar Wirionez.

Muioc’h calonec oa breman,
O welet oa a-du gant-han
Loened keiz an Aotro Doue,
Hac e sonjé : Mar ben Roue !…