Pajenn:Luzel - Iann Kerglogor, 1891.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


— « Selaouët hol, mar hoc’h eus c’hoant,
« Hag e clevfot eur gauzic coant,
« Ha na eus en-hi netra gaou,
« Mès, marteze, eur gir pe daou. »

Eur scudellad gistr ’n he gichenn,
Evit distaga e lanchenn,
Azeet war eur scabel goad,
En corn ann tan, ar c’honter mad

Distagé neuze, penn-da-benn,
Eur gauz d’ober c’hoarz pe aouenn.
Setu aman, en berr-gomzou,
Unan euz he gaerra contou.

Eur Roue coz, claon, trist-meurbet,
Hag e hol izili scornet,
He daoulagad leun a daerou,
Hac he galon leun a ganvou,

A hirvoud gant keuz d’he c’halloud :
D’he iaouankiz, èt en ho rout ;
Doctored, magicianed
N’hellont reï d’ehan ar iec’hed.

Hac eun den coz a lâr neuze,
Eun den a gant vloaz, marteze :
— « N’eus met Einic ar Wirionez
« Ve gouetl da iac’had ar rouez !

« Eur zell hep ken hac eur sonic
« Euz al labouz-ze ken coantic
« A discar glac’har ha clenved,
« A ro iaouankis ha iec’hed. »