Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/91

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


III


  Ann otro Keraglaz a lâre
D’he bajig bihan, un dez ’oe :
— Eomp sioulig ama soudenn,
Gant aoun ’klewfe ar Charlezenn :

  Rag mar hon klew ar Charlezenn,
Ez omb maro brema soudenn.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar Charlezenn a zo digwêt.

  — Otro Keraglaz, d’in lâret,
Pelec’h hec’h et pe ez hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe ’man en hoc’h esper monet ?

  — O klask ur c’homper me ’zo bet,
C’hui ’vô ar gommer, mar karet ;
C’hui ’vô ar gommer mar karet,
Ma groeg ’zo ’newe gwillioudet.

  Ar Charlezenn, pa deûz klewet,
He zroad war he hini ’deûz laket ;
He zroad war he hini ’lakâs,
War he inkane a bignas.

  Ar pajig bihan a lâre
D’ann otro Keraglaz neuze :
— Pa deufet diwar hoc’h inkane,
Grêt d’ar Charlezenn dont iwe ;

  Me ’m eûz hi gwelet gant un noade
O staga ho tillad ouz he re.
Ar Charlezenn a vonjoure
En Keraglaz pa arrue :

  — Demad ha joa holl en ti-ma,
Roït d’in skabel d’azea,
Serviedenn d’em dic’houeza,
Mar ben-me kommer en ti-ma.

  Ur vales vihan ’oa en ti
A oa un tammig re hardi :
— Kommer en ti-ma n’ veet ket,
C’hui na païsantes a-bed.