Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Kriz a galon nep na oelje,
Bars al lec’h-se nep a vije,
Klewet pebeus da griadenn
’Rez o koueza ’n punz ann ifern !
— Kristenienn ha kristenezed,
Ar pec’het a c’hloar n’ douget ket ;
Sonjet bars ar gurunenn-spern
Lakêt da Jesus war he benn.
Merc’hedigo iaouank, m’ho ped,
Ar pec’hed a guz n’ douget ket ;
N’ douget ket ar pec’hed a guz,
Rag ann Diaoul a zo kuriuz.
Kanet gant Marc’harit Fulup.
Mis Eost 1870.
__________