Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/543

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR PLAC’HIG A LORC’H
______


   Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz newez a zo savet ;

   Ur werz newez a zo savet,
D’ur plac’hig iaouank hec’h eo grêt,

   ’D-eûs bet un abit lienn-gwenn,
A gouste pemp skoed ar walenn.

   Pa oa ann abit-newe grêt,
D’ar plac’hig iaouank ’eo plijet.

   Lec’h monet da bedi Doue,
D’he c’honsideri eo hec’h ee.

   Un de, p’oa hi c’honsideri,
Apparis ann Diaoul dirazhi ;

   Apparis ann Diaoul dirazhi,
’Vel ’n den-jentil d’hi saludi.

   Hag hen hag o lâret neuze :
— Me ’garrie kaout ann abit-ze ;

   Ann abit-ze hag he ferc’henn
A zo en kreis ma gourc’hemenn.

   Hag ebars un tri de goude
’Oa marw ar plac’hig iaouank-ze.

   Ha pa oe marw ha liennet,
Hag ebars hic’h arched lakêt ;

   Hag ebars hic’h arched lakêt,
Seis gwas vad n’hi gourrejent ket.

   O tont unan hag o lâret :
— Rèd ’vo digorri ann arched !

   Ann arched pa eo digorret,
Netra en-han na zo kavet ;

   Netra en-han na zo kavet,
Nemet ur c’had hag hi sparlet ;

   Nemet ur c’had, sparlet ez oa,
Un aer-wiber euz hi mesa.