Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/517

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ur breur d’he dad ’oa d’ar c’houls-se
Kure bars en Brelevene,
Hag a lâras reï pemp kant skoed
’Wit na vije ket distrujet.

   Met allas ! d’ehan ’oe lâret :
— Ha pa lârfac’h reï pemp mil skoed ;
Ha pa lârfac’h reï pemp mil skoed,
Iannig Ar Gall ’vo distrujet !


V


   Iannig Ar Gall a lavare,
En dewes braz, euz ar beure :
— Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Ann treo sakr n’am eûs ket laeret !

   — Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
M’ho ped, komerret kouraj vad ;
Na et-c’hui betek ar potans,
Eno ho pô ho telivrans.

   War un aneval ’oe lakêt,
Hent ar potans ’n eûs komerret :
Pa oa ’tremen ’biou ar vered,
Ar marc’h a zo bet daoulinet.

   Tud ar justis a c’houlenne
Na euz Iannig Ar Gall neuze :
— Petra d’ar marc’h-se e t-eûs grêt,
Ma ’c’h ê d’ann douar daoulinet ?

   Iannig Ar Gall a lavare
Na da dud ar justis neuze :
— Netra d’ar marc’h n’am eûs-me grêt,
Saludi a ra ann Drindet.

   Ar Werc’hes ’zo apariset,
Da Iannig Ar Gall d-eûs lâret :
— Iannig Ar Gall, c’hui eo ma mab,
Diskennet hag et war ho troad.