Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/509

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



AR VASKRADENN
________


   Me ho ped, Speret-Santel, roï sklezrijenn d’am speret,
Da c’halloud komposi ur werz horrupl meurbet,
Na diwarbenn daou den, ’wit ’r meurlargez tremenet,
Daou den a galite, pere na hanwer ket.

   Ar re-ma a vewe en debauch bars ar bed-ma…
Na pa oant arru mezw, d-eûs komerret masko,
Wit mont en noz da redek…
Posedet ez oant, siouas ! me gred, gant ann Drouk-Speret.
Da genta unan an-hê, kroc’henn un ijenn ’n eûs laket,
Ann eil, kroc’henn ur c’havr, hag a larjont neuze :
— Ni a zo diaoulo, ’reï’ brezel da Doue !
Neuze ez int bet êt dre ar ruio da redek,
Hag unan anezhe ’n eûs kavet ur bêlek
’Vont da gas ar Zakramant d’un den a oa fall-braz.
Heuillet hen eûs anehan bete ti ar c’hlanvour,
’N toul ann nor eo chommet, ma lâr : — me é ann diaoul !
Ewit, pa vi marwet, kas ganen da ine paour !
Ar c’hlanvour en he wele ’gomansas da oela.
P’hen eûs klewet o oela, hen eûs lâret d’ehan :
— Taw, taw, na oeles ket, unan euz ar masko
A zo deut d’as kwelet…
Ar bêlek a zizroas euz ann den milliget,
Ann hosti en he zorn, d’ehan hen eûs lâret :
— Lem da vask euz da visaj, sell da Doue aman,
Hag a-rok ma vô de, a vi barnet gant-han !
Met ann den miliget, gant sello arrogant,
Komzo vil ha disordren dirag Jesus er zakramant :
— Me ê ann diaoul, emehan, enebour da Doue,
A raïo brezel d’ehan, koulz en noz hag hen de !
P’hen eus kement-se lâret, diouz ann ti eo êt.
Kerkent war ruio kêr ez eo bet em rentet.
Mont ’ra en avis krial, pa sant he voad o iena ;
D’ann douar ez eo koueet ; marw-mik ez eo brema !
He gamarad milliget, oa dre ’r ruio o redek,
P’hen eûs kavet anehan war ann douar astennet :
— Sav al lec’h-se, buhan, me n’on ket deut d’as sponta,
Mar kares sevel, ni ielo hon daou da roula.
Met pa wel diout-han egile na gomz ket