Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/471

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 456 —


   Tric’houec’h den-jentil am eus lac’het,
O klask difenn out-hô ma gwerc’hted.
— Anna ’r Gardien, d’in-me lâret,
Na gant pe-seurt armo c’hoariet ?

   — Gant-hê a oa pep a gleve noaz,
Ganen-me na oa met ur penn-bâz ;
Ganen-me n’oa met ur gelweenn
Houarnet er c’hreis hag en daou benn ;

   Houarnet er c’hreis hag en daou benn,
Kapabl, sir, da dorri d’ac’h ho penn.
— ’Wit-on-me n’ varninn ket ar merc’hed,
Barnet ’nn ezhi, itron, mar karet.

   — Ewit mar hi barnan, hag a rinn,
Na vô ket d’ar maro hi lakinn ;
Me skrivo d’êhi war baper-glaz
Em difenn hardis gant he bâz ;

   Me ’skrivo d’êhi war baper-gwenn
Em difenn hardis en pep tachenn ;
Me ’skrivo d’êhi war baper-ru
Ewit bale hardis en pep-tu.


VI


   Annna Ar Gardien a lâre
Er gêr a Wengam, pa zistroë :
— Ma malloz gant-hoc’h, muntrerrienn c’hoenn,
C’hui ho poa ma barnet d’ar gordenn !


Kanet gant Marianna Ann Noan,
a barouz Duault


______________