Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/467

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 452 —


   Hag hini ma zad ’oa digorret,
Marteze ’sonj d’ac’h ’m eus hi laeret ?
— Kent ma ’z i er-mês euz al leur-me,
Me am bô paeet did ar gomz-se ! [1]

   Marianna ’r Gardien a lâre
D’ann aotro Mezomeur eno neuze :
— Aotro Mezomeur, mar am c’hredet,
Euz ma c’hoar Anna n’em fachet ket,

   Rag ’tre he broz hag he semizettenn,
Honnes ’zoug ur vâz a daou-benn ;
Honnes ’zoug ur vâz a daou-benn,
Kapabl, aotro, da dorri ho penn.

   Met ur c’huitell arc’hant ’oa gant-han,
Ter c’huitelladenn ’n eus grêt en-han;
Ter c’huitelladenn en-han ’n eûs grôt,
Seitek den-jentil ’zo arruet.

   Kriz a galon ann nep na oelje
Ebars al leur-newe ma vije,
’Welet al leur-newez o ruia
Gant goad ann dud-jentil o skuilla ;

   Gant goad ann dud-Jentil o skuilla,
Anna ’r Gardien euz ho lac’ha ;
Hi a lac’he seis gant un tol-bâz
Ha difenn he c’hoar ’dann he c’hazel c’hoaz !

  1. Variante : Anna 'r Gardien, ’vel ma klewas,
    Da gavoud he breur mager a redas :
    — Lâret-c’hui d’in-me, ma breur mager,
    C’hui ma sikourfe, m’am be afer?

       — Mar d’eo eus ma mestr ho pe afer,
    N’ho sikourinn ket, ma c’hoar vager,
    Ma vije euz unan all a vije,
    Ma c’hoar vager, me ho sikourje.

       Anna ’r Gardien, ’vel ma klewas,
    En ur penn-bas kerkent a grogas ;
    En ur penn-bas kerkent eo kroget,
    Brec’h he breur mager e d-eûs toret.

       Hag hi lac’ha ann aotro ar c’homt,
    Hag iwe ann aotro Ar Beskont ;
    Hag hi ’lac’ha ’n aotro Mésobre,
    Iwe ann aotro Mezonewe.

       Hag hi ’lac’ha ’nn aotro Penanger,
    Kerkoulz evel he balefrenier ;
    Hag hi ’lac’ha ’nn aotro Mezobran,
    Kerkoulz ann aotro Mezomorvan.