Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/465

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 450 —


   Dlefoant bout ’c’h ober tro ’r chapello,
Hag o lavaret ho fedenno.
Ma fajig bihan, d’in lâret
Pe hano lârer eux ar merc’hed ?

   — Nag ar verc’h hena a zo Anna,
Hag ar iaouanka, Marianna.
— Deus-te ganin-me, ha deus raktal,
Ma ’z inn d’ho goulenn ewit dansal.

   — Na ma mestrig paour, mar am c’haret,
Ma c’hoar-vageres a respetfet ;
Respetet ma c’hoar-vageres d’in,
Me ’chommo ur bloaz d’ho servijin.

   — Na diskouez da c’hoar-vageres d’in,
Ha mar n’eo ket koant hi respetin.
— Ma c’hoar-vageres, Anna ’r Gardien,
Braoa feumelenn ’varch en dachenn !

   — Demad d’ac’h, Marianna ’r Gardienn,
Pegement a goust d’ac’h ar walenn ;
Pegement a goust d’ac’h ar walenn,
Dimeuz hoc’h abit kamolot-gwenn ?

   — Aotro Mezomeur, ma iskuzet,
N’ouzonn ket pegement eo koustet ;
N’ouzonn ket pegement eo koustet,
Gant ma c’hoar Annaïg e klewfet.

   — Lâret d’in, Annaïg ’r Gardienn,
Pegement ê koustet ar walenn ;
Pegement ê koustet ’r walenn d’ac’h
Dimeuz hoc’h abit kamolot glaz. ?

   — Na hoc’h affer, aotro, na eo ket,
Kloz ez oa ho ialc’h pa oa paeet ;
Kloz ez oa ho ialc’h pa oa paeet ;
Hag hini ma zad ’oa digorret ;