Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/433

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


   Fantig Helari a lâre
En ti he zad pa arrue :
— Grêt ma gwele d’inn m’ien en-han,
Bikenn anehan na savan ;

   Bikenn na savan anehan,
Ken vô ur wez, d’am lienna !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


II


   Ar baron iaouank a lâre
D’he bajig bihan, un dez oe :
— Kerz da di Fantig Helari,
Goulenn penoz ’man ’r bed gant-hi.

   Ar paj bihan a lavare
D’ar baron, er gêr p’arrue :
— Fantig Helari hag he mamm
’Zo ho c’horf ho diou war ar warw-skaon !

   Ar baron iaouank a lâre
D’he bajig bihan, p’hen klewe :
— Mar eo marw Fantig Helari,
Me a ro ma malloz da dri :

   Da genta roann d’am c’hoar Vari,
’Defoa ma alliet da vont d’i ;
D’ann eil hen roann-me d’am zad,
Ha d’inn ma hunan ann drivad !


Kanet gant Janet Ar Gall,
Plouaret — 1848.


_____________