Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 356 —


  Hen tenna he goutelassenn,
Hag hi zroc’ha dre he bandenn;
Hag hi zroc’ha dre he bandenn,
’Teurrel he bugale ’n ur spernenn;

  Golo he c’horf ’n ur bern delio,
He daoudorn en he c’hosteio.
Ur c’hloarek iaouank, o tremen,
A remerkas ann daou vugel :

  — Daou vugel baour, d’in-me lâret,
Petra el lec’h-se a glasket?
Ar vugaligo a gomzas
Neuze soudenn, dre virakl braz :

  — Ni a ve aman ekselant,
Mar hor be bet ar vadeziant ;
Ma ê ar fripon Glaoud Javre
’N eûs lemet diganimp hon buhe !

  Ar c’hloarek iaouank pa glewas,
Ann daou vugel a gristenas,
Ha kerkent ma ’z int kristenet,
War al lec’h ez int desedet ;

  War al lec’h ez int desedet,
Ha d’ar joaïo ez int bet et !....
Pa oa ar c’hure, ar person,
Hoc’h ober tro ’r prosession,

  Hoc’h ober tro ar sakramant,
O tont er vered ann tirant ;
Bars ar vered e tilampas,
Hag en he zorn ur gontel noas.

  Ar bêlek, gant aoun dirazhan,
’Gouez ar sibouer digant-han !
Tud honest ha tud honorabl
’Oa o tougenn ann tabernakl,

  Hag e larjont da C’hlaoud Javre :
— Den impi, em denn al lec’h-se !
Em denn prim, kiger Trebeurden,
’Ma liou ar gordenn ’n es kerc’henn !

  Prena a ree loened brutal,
Hag ho stage euz ann nor-dâl ;
Euz ann nor-dâl hen ho stage,
Hag eno hen ho diwade.