Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/357

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 345 —


  Ho preur Koadinizan ’vô eno,
’N defo drouk ouzoc’h, ho lac’ho.
— Drouk ha mad gant nep a garo,
D’al leur-newe me a ielo ;

  Mar son ar zoner, me danso
Gant braoa tud-jentil ’vô eno ;
Gant braoa tud-jentil ’vô eno,
Mar na son ket, me a gano.

  Bars al leur-newe p’eo arruet,
He breur Koadinizan ’d-eûs rankontret ;
He brenr Koadinizan ’d-eûs rankontret,
Hen defoa hi gwerzet d’ar soudarded.

  Hag hi o souza diout-han,
Gant un tenn mousket hen lac’han,
Tenna gant ar mousket hi a oar,
Choari ’r c’hleve er giz ma kar....

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant Marc’harit Fulup.


___________