Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/355

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 340 —


  — Mar na zigor ann nor d’imp-ni,
Tolomp tan artifis d’hi dewi.
Matilina, pa d-eûs klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet ;

  Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet,
Ha d’ar c’habitenn d-eûs lâret :
— Kabitenn Rozanfaou n’ ’c’h eûs ket grêt mad,
Lakad ann tan en ti ma zad.

  — Tawet, Matilina, n’oelet ket,
Un ti newe d’ac’h ’vô savet ;
Me ’savo d’ac’h un ti newe
Gant ar c’hoad kaer a Goatanhê ;

  Me ’savo ti d’ac’h newe-flamm,
Gant ar c’hoad kaer a Goad-ar-Spagn....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


II


  Matilina Rochelan ’lâre
Da gabitenn Rozanfaou, un dez oe :
— Kabitenn Rozanfaou, mar am c’haret,
Da bed ac’hanoc’h ’vinn oblijet ?

  — D’in ma hunan, d’am faotr ar gambr,
D’am soudarded, p’ho defo c’hoant ;
D’am soudarded, p’ho defo c’hoant,
Bez’ a zo ’n hê tric’houec’h ha kant.

  — Kabitenn Rozanfaou, mar am c’haret,
Na prestet d’in-me ho mousket ;
Na prestet d’in-me ho mousket,
D’ denna war ar baïsanted.

  Bars ar mousket pa eo kroget,
’N kreis he galon ’d-eûs-han diskarget :
— Kabitenn Rozanfaou, me ’wie mad
Am bije revanch buhe ma zad !


III


  Rochelan goz a lavare
D’he verc’h, er gêr pa arrue :
— Ma merc’h Matilina, mar am c’haret,
D’al leur-newe na efet ket ;