Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/343

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 328 —


  Gant-han ’n ijenn pewar zroad gwenn,
Hag euz hen kas d’ar c’higenrienn ;
Hag euz hen kas d’ar c’higerrienn,
Pareï sur ’raï he groc’henn.

  N’ damalan den, a neb-koste,
Nag iwe den euz ma ligne,
Nemet mab ar Bris a Bloubezr,
Hennes ’garfenn ’ve em c’hever ;

  Hennes a lâras d’in un de
Klask d’ehan ’r bugel divâde,
Hag e tiskje d’in sekrejo
D’ laeres ann dud war ann hentjo.

  Ha me ken buhan, pa glewis,
Ur vroeg iaouank a rankontris :
— Groeg iaouank, d’in-me lavaret,
Ped mis bugale a zouget ?

  — Bea ez int eis mis hanter,
Hogoz achu eo ma amzer.
Ha me kerkent ha ma klewis,
Ma c’houtelasenn a dennis ;

  Me ’tenna ma c’houtelasenn,
’Troc’ha ’nezhi dre he bandenn ;
Ha me tenna d’êhi ur mab,
Ar c’haera oa ’indann ann oabl. [1]

  Pa arruis en bourk Ploubezr,
Na oa ket mab ar Bris er gêr.
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
En bourk Ploubezr nep a vije,

  O klewet ar paour inosant
O c’houl’ ole ar vadeziant ;
O c’houl’ ole ar vadeziant,
Ha d’he vamm baour ar sakramant.

  Kaeroc’h tol a ris-me goude,
Lac’ha ma zad en he wele !
Tri bloaz oa war he wele klanv.
Me o c’houeza ’n tan indan-han ;

  1. Ce passage se trouve mot pour mot dans « Kloarek Javre » qu'on trouvera plus loin.