Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


  Talvoudèges pewar mill skoed ’m boa bet
En gwir hag en fond gant ma fried :

  En gwir hag en fond gant ma fried,
Kement-all hec’h hallenn da gavet ;

  Kement-all am boa, d’ann neubeuta,
Foetet am eûs int holl en tri bloaz.

  Ha me o vont neuze da Roazon,
Hag o em angaji da dragon ;

  P’oa deut ann amzer da bartia,
Ha me bag o sonja deserta ;

  Hag o tont neuze da di ma zad ;
Se a oe d’hê ur gwall galonad !

  Digaset a zo bet archerienn
Da donet d’am c’hlask da Sant Drienn ;

  Ha furchet a oe ar c’hoz tio,
Bete memeus plouz ho gweleo.

  Ma vijenn tapet, me oa maro,
Tremenet gant-hê dre ann armo.

  Kalz a vado ’zo koustet d’am zad,
Euz bêleïenn ha tud-jentil vad.

  Na tudo iaouank, me ho ped,
Sentet ouz ho tad, pa vô dleet ;

  Senti ouz ho tad, pedi Doue,
Na birwikenn gwall-chans c’hui n’ho pe !


Kanet gant Jannet Ar Gall,
Mates en Kerarborn — 1849.


_____________