Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


  D-eûs gwelet koef ar verjerenn,
En-han ’r gizenned bleo melenn. (bis)

  Merer Marko a lavare
D’he verjerennig, p’hi gwele : (bis)

  — Berjerennig, o ma Doue,
Berjerennig, pelec’h oud-te ? (bis)

  Berjerennig, goure da benn,
Ha gra ouzin ur selladenn. (bis)

  — Penoz c’halfenn gouren ma fenn,
Ma c’halonig ’zo em barlenn !

  Merer Marko, mar am c’haret,
Ul lamgroaz em flaz a savfet ; (bis))

  Merka warnezhi ma buhez,
Lâret ’c’h on santes, merzeres. (bis)

  Diweza gir e d-eûs lâret,
Ez oa en bered ann Drindet ;

  Da sevel warnezhi ur bez,
Merka warnehan he buhez ; (bis)

  Merka warnehan he bubez,
Lâret ’oa santes, merzeres !


Kanet gant Jannet Keraudren.
Plunet 1867.


____________