Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/255

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  — Markizes ama n’ vefet ket,
Met da c’hortos gwell’ da donet !

  Jannet Rio, ’vel ma klewas,
Da vord ann dour mont a reas :

  — Gwerc’hes Vari, lavaret d’inn
Pe me ’c’h a en dour, pe na inn ?

  Mar an en dour, a vin beuet,
Mar chomman er-mês, ’vo lâret :

  — Sell aze ur plac’h ’oa laeret,
Gant markis ar C’hleand ’oa êt !

  Euz he gwall-êl a d-eûs sentet,
Euz he hini mad na d-eûs ket ;

  Euz he hini mad na d-eûs ket,
Et eo en dour, hag ’eo beuet !


III


  Markis ’r C’hleand hag ho bajig
Dremenas ’nn dour-ze abredig.

  Ar paj-bihan a lavare
Da varkis ’r C’hleand, en de-se :

  — ’N han’ Doue, sellet, mestrig paour,
Braoa femmelenn ’zo en dour !

  Sellet euz he botou, he lêro,
Henvel euz re Jannet Rio !

  — Mar ’ma Jannet Rio er stank,
Me ’m eûs war he bis un diamant ;

  Me ’m eûs war he bis un diamant,
A gouste d’in ur skoed ha kant.

  Markis ar C’hleand a lâre,
O kregi ’n he dorn euz ann dour-ze :

  — Jannedig Rio, d’in lâret,
Petra ’zo kiriek m’hoc’h em veuet ?

  — N’eo ar gouarneres milliget
’Zo kiriek ma ’z on em veuet.

  Pa c’houlennis skabell, d’azea,
Mar ven markizes en ti-ma ;