Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/167

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades, dre ma hec’h ee :
— En han’ Doue, ma c’hamarades,
Chomm bepred fidel d’ar Werc’hes ;

  Me a wel duhont war vord ar c’hè
Kalz euz a dud-jentil o vale ;
Kalz euz a dud-Jentil o vale,
Met merc’hed iaouank na faot d’hè.

  Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades eno neuze :
— Ma c’hamarades, be fidel d’in,
Me hec’h a a-rok d’ho zaludi.

  Hag ann dud-jentil a c’houlenne
Ouz Annaïg Ar Bail, p’ho salude :
— Annaïg Ar Bail, mar hon c’haret,
Ganimb-ni d’hon maner a teufet ;

  Deut-c’hui ganimb d’hon manerio,
’Wit debri ’n Lanhuon hon leino.
— Arc’hant a-walc’h ’zo ’n hon gadello,
’Wit debri ’n Lanhuon hon leino.

  — Annaïg Ar Bail mar hon c’hredet,
Na fiet ket er belerined,
Na fiet ket er belerined,
Ar re-se ’zo potred aroutet.

  — Na eo ket ewit feneanti
Hec’h eomb-ni d’ar pardon d’i,
Met ’wit koves ha kommunian,
Ha gonid ar pardon, mar gallan.

  Hag ann dudjentil a lavare
Hag ann eil da egile neuze :
— Leuskomb-he da vonet d’ar pardon,
Ni ho c’havo o retorn, en Lanhuon.

  Annaïg Ar Bail a lavare,
En ilis Sant Samson pa daouline :
— Aotro Sant Samson binniget,
C’hui rafe ur burzud em andret ?

  Me am eûs pemp kant skoed a leve,
’Gontrado ouzoc’h kant anezbe ;
’Gontrado ouzoc’h kant anezhe,
M’am laket d’ vont d’ar gêr en buhe.