Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/133

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


II


  Gwillaouig Kalvez ’c’houlenne
Er gêr a Roazon p’arrue :
— Demad ha joa bars ar gêr-man,
Pelec’h eman ’r prison aman ?

  Pelec’h eman ’r prison aman
Ma iel’ Gwillaou Kalvez en-han ?
Hag ar jolieres a lâras
Da Willaou Kalvez, pa glewas :

  — Gwillaouig kalvez, n’ ret ket goap,
Prison ’walc’h ’zo ’wit ho lakâd ;
Tric’houec’h archer ’zo bet kaset
Ewit donet d’ho komerret.

  Kriz ’vije ’r galon na oelje,
En kêr Roazon nep a vije,
’Welet gwad ’nn archerienn o skuilla,
Gwillaou Kalvez euz ho lac’ha.

  Merc’hed Gwillaou Kalvez ’oele,
Na gavent den ho c’honsolje ;
Na gavent den ho c’honsolje,
Met Gwillaou Kalvez, hennes ’ree :

  — Tawet, merc’hed, na oelet ket,
Bet’ ar roue ’vô rèd monet ;
Me iel’ bet’ ar roue, mar be rèd,
Da diskuill’ ann aotro ’nn Doujet :


III


  Gwillaouig Kalvez a lâre,
En pales ar roue p’arrue :
— Demad roue ha rouanes,
Me ’zo deut iaouank d’ho pales.