Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/127

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  — Otro Doue, ma fried, penamet ho pe poan,
’C’houlennan mont de verwel da vaner Tromorvan.
Kregi ’rejont en-han ewit hen kas d’ar gêr,
Hag ’fatikas gant-he ebars ale ar per.

  Pewar c’horf ar gwela a barous Tonkedek
War bouez serviedenno ho d-eûs han bet douget ;
War bouez serviedenno ho d-eûs han bet douget
Da vaner Tromorvan, p’hen defoa goulennet.

  P’oa diwisket he dillad, hag êt en he wele,
He bried karanteüz ’d-eûs bet lâret neuze :
— Ma ’c’h a brema da Roazon, ’wit ober ur reket,
’Wit revanch ma fried a renkan da gavet !

  — Chommet er gêr, ma fried, ha lest ho rebecho,
Justis ’reï he dever, goude ma vinn maro ;
Mar et brema da Roazon, birwikenn n’am gwelfet,
Met ma c’horf en ur bez, en bered Tonkedek !

  Ann otro a Borz-Lann, karanteüs meurbed,
’C’houlenn he vugale holl da dont d’hen gwelet,
Hag etal he wele pa ’z int bet arruet,
Gant karantez out-hè er giz-man ’n eûs komzet :

  — C’hui, ’me-z-han, mab hena, c’hui a zo ar c’hosa,
’Lakan da gabitenn ebars ma flaz brema,
’Lakan da gabitenn en parous Tonkedek,
Beet sonj anezhe, n’ho abandonet ket.

  C’hui, ma mab etre-hena, c’hui a zo studiet,
Poursuët a wir galon ewit bea bêlek ;
Ho pet sonj a-c’hanon ’n hoc’h holl sakrifiso,
Me am bô sonj anoc’h bars ma holl bedenno.

  C’hui, ’me-z-han, ma mab bihan, c’hui ’zo iaouank meurbed,
’Bedan d’ chomm gant ho mamm, ha gant ho c’hoerzed ;
’Bedan d’ chomm gant ho mamm, ha gant ho c’hoerzed,
Ha bet soign anezhe, n’ho abandonet ket !

  Arsa ’ta ! ma fried, adieu d’ac’h e laran,
Breman ’eo rèd merwel, deut eo m’ heur diwezan ;
Pardon ’ta, ma Doue, pardon, Gwerc’hes Vari,
Bezet sonj ac’hanon war-benn ma ’z inn d’o ti !


Kanet gant Garandel, leshanvet kompagnon-dall.
Plouaret, 1844.