Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/94

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   Strakal ’re hor zaoliou-kleze,
’Vel taoliou ’n horz war ann anne,
Ken a fraille pennou tud-vor,
Evel istrenn hanter-digor.

   Keït ma pade ann argadenn,
Ar brini ’nije uz d’hon fenn ;
Pa zo bet fin, en em goagal,
Int bet diskennet d’ar festal !

        Lemmomp hor c’hleveïou,
     War-lein ar meneziou,
     ’Wit mont d’ar brezeliou !


Tennet euz paperou ann aotro J.-M PENGUERN.