Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Lec’h ma vije ’r zorserienn hag ar zorserezed ;
Hag a diskas d’in ’r sekret ewit gwalla ann ed.

   Pa oa arruet hennes ebars en ti ma zad,
Na ouienn tra en douar nemet ma chapelad :

   Brema me oar al latin, me oar skriva ha lenn,
Hag ampich ar belek d’ laret ann oferenn ;

   Ampich ’r belek da laret, d’ar zul, he ofern-bred,
Ha konsakri ann hosti, mar ve d’in permetet ! —

   — Laret-c’hui d’in, Janedik, brema pa ’z oc’h barnet,
Petra ’zo red da gavet ewit gwalla ann ed ? —

   — Red’ kaout kalon un tousek, lagad-kleiz ur mal-bran,
Ann had dimeuz ar radenn, en noz tantad Sant-Iann.

   Gant ur plat arc’hant am boa ’tastummenn leiz ma bôz,
Oh ! ia, etre unnek-heur hag ann taol anter-noz.

   Ul louzouenn all ’zo c’hoas, hounnes na hanwinn ket,
Hogenn a-nez hi c’havet, n’ho deuz vertuz er-bed.

   Me ’m euz ur c’houfik-bahut er ger, en ti ma zad,
Hag ann nep hen digoro hen defo kalonnad !

   Ann hini hen digoro renko kaout kalon frank,
’Zo en-han ter aer-wiber o c’hori ur serpant.

   Mar deu ma zer aerik da ober bloavez-mad,
A renkont beza bewet gant ur boued dilikad ;

   A renkont beza bewet gant ur boued dilikad,
Ma eo gant kik glujar ha kik kefeleged ;

   Hag iwe ar goad roïal euz ann inosanted,
Pa ’z aint wit beza badet, da doull dor ar porchet ;

   Ha kent ma vankfenn-me d’ober d’ez-he er-vad,
Me deufe da rei d’ez-he goad ma mamm ha ma zad ! —

   — Laret-c’hui d’in, Janedik, brema pa’z oc’h barnet,
Petra ’zo red da ober wit na brodufont ket ? —

   — Lakad ’nn ez-he ’n un dachenn, ober tan ’n dro d’ez-he,
Ann douar a zigoro, a lonko ann ez-he !

   Met me ho ped, mar gret tan, gret ma vezo tan-frank,
Mar deu hini da achap, ’vo dewet ’r firmamant !

   Na mar vijenn-me bet c’hoas ur bloavez en buhe,
Am bije laket ar bed da vont war he goste ! —


Kanet gant Dall-Kompagnon.
Kerarborn, 1849.


─────────