Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/556

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   N’ doa ket ’l lizer digoret mad,
Ma ’koueze ’n daëro he daoulagad ;
N’oa ket wit hen anter lenna,
Gant ann dour o tont d’hen glebia :

   — Itron Varia ar Folgoat,
Petra ’n euz gret m’ fillor d’he dad ;
Petra d’he dad an euz-han gret,
’R bugel daouzek (vloaz) n’e ket trizek ? —


VI


   ’N aotro Lomaria ’lare,
Bars en Razon pa arrue :
— Petra newentis ’zo ame
M’oc’h ken mintinn war ar bale ? —

   Barones Deganje respontas
D’ann aotro Lomaria, p’hen klewas :
— Na newentis a-walc’h a zo,
Hon fillor ez ha d’ar maro ! —

   — Itron Varia ar Folgoat,
A ’n euz gret hon fillor d’he dad ?
Petra d’he dad hen euz-han gret,
Ma ’n euz sujet d’hen kommerret ? —


VII


   ’N aotro Lomaria ’lare
D’ar bourrewienn na en de-se :
— Laket ma fillor er valans,
Me roï d’ac’h he bouez a chevans. —

   — Ha pa rofac’h pouez ar ger-ma,
Aotro, n’ho po ket anez-han ;
Na roïnn ket anez-han d’ac’h,
Rag me ’ve distrujet ’n he blas. —

   Barones Deganje ’lare
D’ar vourrewienn na en de-se :
— Laket ma fillor er valans,
Me roï d’ac’h he bouez a chevans ;

   Me roï d’ac’h a-walc’h a chevans,
Unan, diou, ter gwes he bouesans :
Mar n’e ket a-walc’h kement-se,
Me roï c’hoaz pouez ma inkane. —

   — Ha pa rofac’h pouez ar ger-ma,
Barones n’ roïnn ket anez-han ;
Na roïnn ket anez-han d’ac’h,
Rag me ’ve distrujet ’n he blas. —